Keleier ar vro d'al Lun 24 a viz Even 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Milieroù a dud e Pride Brest
Un dibunadeg joaius ha stourmus war un dro ! Disadorn eo war dro 5000 a dud noant kemeret perzh ba Kerzhadeg al Lorc’hoù, ar Pride, ba Brest. Bodet oa ba kêr vrasañ Bro Leon kumuniezh LGBTQIA+ ar vro asambles gant stourmerien añtifa pe c’hoazh benelourezed. Lugan an devezh oa ober penn d’ar virourien ha d’an tu dehou pellañ bremañ muioc’h evit biskoazh ! Gant an dilennadegoù kannaded a vo e fin ar sizhun zo aon e vefe strolladoù a zo a-enep ar gumuniezh LGBT en em gavfe o c’houarn Republik Bro-c’hall. Memestra e chom an devezh Pride un devezh eskemm ivez. Pezh zo un dra gaer hervez Lizig. Deuet e oa da zerc’hel stand ar gerent a zo heñvel reizh. Lola, ur plac'h trañs, a ro he soñj ivez.
Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Marsel Berrou war ar renk evit ar votadegoù lezennel !
Faot a ra dezhañ bout mouezh Breizh ba 5vet pastell-vro Penn ar Bed disul. Marsel Berrou eus Plougerne en deus divizet lakaat e anv evit an dilennadegoù lezennel dindan banniel « Breizh war raok » kuit na vefe nemet strolladoù gall war ar renk. Goude bout bet sabatuet gant diviz Manuel Makron da zivodañ ar Vodadenn Vroadel pemzektez zo en doa soñjet e oa pouezus-kaer e vefe klevet ur gomz disheñvel hag e vefe lakaet war wel ha war glev tem an emrenerezh ba'r votadegoù da zilenn ar gannaded.
Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Boikot Izrael : oberenn stourm e Saozon-Sevigneg
- RN er gouarnamant : galv-diwall an aozadurioù feminist
- Kandidated enepyuzev ha gouennelour an RN e Breizh
- Dizalc'hourien ganak bac'het er vetropolenn 17 000 km eus o familh
- Chom a ray serr urjañsoù Lannuon
- Arnodenn-veur dre gomz ar vacho : ur badj evit implijout an euskareg
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.
Poltred diwar facebook La Collective / Manifestadeg benelour e Karaez disul