Keleier ar vro d'ar Merc'her 19 a viz Even 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Anton Burel
Unvaniezh Demokratel Breizh ha Talbenn ar Bobl
Adalek ar penn kentañ eo bet soutenet Talbenn nevez ar bobl gant an UDB. Unvaniezh Demokratel Breizh neus divizet souten an unvaniezh hag emglev an tu kleiz evit stourm enep an tu dehoù pellañ… Hag enep ar riskl bras da welet an RN er breujoù. Met goude ma ‘h eo bet dispartiet ar pastell-broioù eo bet dipited bras ar strollad… Goude ar gaozeadennoù etre ar strolladoù politikel e Pariz n’eo ket bet roet pastell-vro ebet e Breizh d’an UDB, war an eizh ha tregont a baestell-broioù a zo er vro. Selaouomp Korentin Galliard a zo kenurzhier an tu kleiz emrenour UDB.
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan
An EAC e Gwengamp gant ar gevredigezh BCD
E Gwengamp dilun e oa bet aozet evit an deirvet gwezh un devezh diwar tem an EAC gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité. An « Deskadurezh arzel ha sevenadurel » oa bet lañset gant ar Stad a-benn kinnig d’an holl skolidi un hentad arzel ha sevenadurel a-hed o deskadurezh. Amañ e Breizh eo an EAC un digarez pemdeziek da zegas sevenadurioù ha yezhoù ar vro betek ar yaouankizoù, er skol pe e-maez ar skol. Pal devezh dilun a oa lakaat war wel an etnologiezh evel benveg da implijout a-benn mont war dachenn ar glad bev e stern an EAC. Just a-walc’h e oa bet degemeret an dud en INSEAC, bet digoret e Gwengamp e prizon kozh ar gêr e 2021. Reportaj e Skol-uhel broadel an deskadurezh arzel ha sevenadurel da heul Tomaz Laken. Goulennataet en deus Nikolaz Amaury en karg eus ar stummañ hag eus ar buheziñ e BCD a oa o terc’hen stur an devezh.
Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laquaine
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Goude Gaza & Sisjordania e fell a ra da Stad Israel aloubiñ Liban
- Stad ar Brezel e Gaza
- 8 penn bras deus ar CCAT a zo bet toullbac'het gant ar c'hallaoued e Kanaky
- Ar Prezidant Makron a oa e Enez Sun dec'h da vare lid deiz-ha-bloaz galv an 18 a viz Even gant ar Jeneral Ar Gall
- Disoc'hoù ar c'hrogadoù en Euro 2024
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.