en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30 Noz

Keleier 5:30 Noz

@@@Sizhun ar mont-dont@@@ En Europa a-bezh 'vez lakaet ar goaz ar sizhun-mañ war ar "mont-dont". Siwazh ne ya ket war gresk implij ar c'hirri boutin 'barzh an holl kumunioù. Ploneiz, da skouer, 'neus kollet ar bloaz-mañ meur a mont-dont betek Douarnenez pe Kemper. ///Anne Gouerou/// 'neus graet ar poent war an diaesterioù-se gant ///Pêr Berr/// 'zo maer Ploneiz. Selaouit ar reportaj @@@Priz ar gallaoueg@@@ Evit ar wezh kentañ eo bet aozet «priz ar gallaoueg» evit ar bloaz, gant ar gevredigezh Bertaeyn Galeizz hag ar rannvro. Anne Marie Pelhate 'deus bet ar priz evit an dud en o anv. Laret 'ra deomp gant piv eo bet tapet c'hoazh. Gant Tudual Karluer. Selaouit ar reportaj @@@Edubreizh: kelenn brezhoneg war ar web@@@ Deskiñ brezhoneg dre internet 'vo posubl 'benn miz Here kentañ 'pa 'vo ropet lañs da Edu breizh en ur mod ofisiel. Abaoe ur bloaz mañ Erwan Denez o labourat war ar raktres 'zo dougenet gant Skolanet, ur gevredigezh 'zo staliet' bar Folgoad. Lavarout 'ra Erwan denez 'pezh a degas Edubreizh d'ar c'helenn brezhoneg d'ar re deuet. Gant Erwan Blanchard. Selaouit ar reportaj

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio