Kenderc'hel a ra ar stourm enep un uzin metanaat e Chapel-Newe
Daou vlez ‘zo goude ar vanifestadeg keutañ e galv ar strollad "Transparence Chapelle-Neuve" d’en em vodañ en dro an dibenn-sizhun é tonet.
Stourm a ra ar gevredigezh a-houde 2022 enep ur raktres da sevel un uzin metanaat er gumun.
Ar strollad 'n eus kaset ar raktres dirak ar justis, e lez-varn melestradurel Roazhon. Met e-plas gortoz disoc’h ar lez-varn 'n eus divizet an embregerezh e penn raktres an uzin da sevel un doser arall… An embregerezh Tineerz 'n eus douget un aotre da sevel nevez doujusoc’h da geñver an endro, hervez ar stal. Met n’eo ket a-walc‘h evit ar c’holektif. Selaouomp Gaetan Duval, ezel ar gevredigezh.
Un atersadenn get Yuna Kojan.