Ar strollad Ai'ta e ti bakañs Jean-Marc Ayrault.
Disadorn da vitin o deus n'um gavet ouzhpenn ugent a stourmerion e Sarzhav dirak ti ar c'hetañ ministr. Kement-mañ evit ma vo doujet doc'h ar promes graet get François Hollande ha pa oa é kabaliñ evit bout prezidant. Lâret neus nehe lakaet karta europa ar yezhoù minorel da dalvezout. Mes daet eo ar prezidant àr-gil a-c'houde. Faotiñ a ra da dud ar c'holektif Ai'ta bout klevet ha goulenn groñs ma vo roet lec'h d'ar brezhoneg. Tristan zo perzh ba Ai'ta. Displegañ a ra deomp hiroc'h. Da gentañ selaouamp unan ag ar stourmerion enrollet getoñ àr ar lec'h disadorn.