Keleier ar vro d'ar Gwener 14 a viz Even 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Ur programm boutin e-skeud un "Talbenn ar bobl nevez"
A-benn pemzektez e vo kentañ tro an dilennadegoù kannaded. Ur c’hren-douar eo bet e bed ar politikerezh e Frañs diviz ar prezidant Manuel Makron da zivodañ ar Vodadenn Vroadel. Kresk an tu dehou pellañ a zo erruet e kentañ plas er votadegoù european en deus cheñchet penn da benn an darempredoù etre strolladoù an tu kleiz. Ma oa bet jeu bras etreze e-pad an dilennadegoù a zo o paouez achuiñ emañ strolladoù an tu kleiz o paouez en em unaniñ a-benn mirout na errufe an tu dehou pellañ e penn ar gouarnamant. Gant an dizemglevioù a zo er strollad LR ha stad goan strollad ar prezidant Makron ez eus gwask warne ha n’o deus ket kalz amzer peogwir o deus da ginnig tud war ar renk a-raok disul. Engortoz e oa kalz a dud eus an tu-kleiz eus ur seurt emglev hervez Paskal Henry a zo ezel eus ar strollad Frañs Disuj.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Aet eo Marsel Gwilhouz, kaner, konter ha peizant eus kreiz Breizh !
Marvet e oa dimeurzh d’an oad a drizek vloaz ha pevar-ugent. Bihan eo kalon kalz a dud er vro pa ‘z eus tremenet ur gwall ganer da zañsal met ivez un den meur en deus bet gouvezet e-pad meur a zek vloaz reiñ talvoudegezh d’ar ger « treuzkas ». Labouret en deus evel saver-loened en ur bed kozh o cheñch prim met a-youl vat an hini eo en deus bet kemeret amzer da zeskiñ kan-ha-diskan d’ar rummadoù yaouank… Marthe Vassallo zo e-mesk an dud niverus o deus bet desket traoù digant Marsel. Lârout a ra deomp dre bellgomz pegen sklintin e oa e skouarn kelenner.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- G7 : un amprest 50 miliard evit an Ukren
- Manifestadegoù a-enep an tu-dehoù pellañ
- Bec'h e CHU Brest-Karaez e-skeud emvod ar bodad eveshaat
- Prosez ar c'homiser Grégoire Chassaing e afer marv Steve e Naoned
- Kernilien stanket gant an FDSEA 22 herie
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.