Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz Even 2024
Istor an divodañ
Goude prantad kabaliñ an dilennadegoù european e vo ur prantad kaballiñ all : an dro mañ e vo tro d’an danvezioù depute da ginnig o raktresoù bolitikel. Ral tre eo divodañ ar breujoù, met n’eo ket ar wech kentañ e c’hoarvez an darvoud mañ… A-raok ar Prezidant Manuel Makron oa prezidanted Republik Bro C’hall all neun implijet an ostilh-se. Divodañ ar breujoù a zo posubl blam da vennad daouzek ar vonreizh. Savet eo bet ar mennad-se e mil nav c’hant eih hag hanter kant pa oa bet savet ar pemvet Republik gant ar Jeneral Charlez ar Gall. Prezidant ar republik a c’hell divodañ ar breujoù pa vez dizemglevioù bras etre ar gouarnamant hag ar vodadenn vroadel. Setu pezh zo displeget gant ar vonreizh. Ar mennad daouzek zo bet lakaet e pleustr pemp gwec’h gant prezidanted dishenvel bro c’hall.
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan
Talbenn ar Bobl en dilennadegoù Kannad
Mont a ra war raok Talbenn ar bobl ! Dec’h ‘oa bet kavet un emglev etre ar strolladoù a ya d’ober an Talbenn war an niver a bastelloù bro ‘yaio gant pep strollad… Divizet ‘neunt strolladoù pennañ an tu kleiz, ar PS-Place Publique, ar PCF, an Ekolojisted hag LFI en em vodañ evit an dilennadegoù lezennel ‘vo ‘benn an 30 a viz Even ‘pezh ‘oant ket deuet a benn d’ober evit an dilennadegoù Europa… Kinnig a raio LFI danvezioù dilennidi ‘ba 229 pastell-bro. Miret zo bet 175 pastell-bro evit ar PS-Place Publique, 92 zo evit ar re C’hlas hag 50 evit ar PCF. Uisant Kreker, zo ezel eus Place Publique, a ro un nebeut displegadennoù deomp war ar fed ‘neus divizet Place Publique kemer perzh ‘ba ur stroll a zo heñvel awalc’h eus an Nupes…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Gallout a rit selaou ar reportajoù amañ
Da selaou ouzhpenn er c'heleier:
- Stad ar Brezel e Palestina ac'hubet
- Jeu zo e strollad ar republikaned
- Serret e vo labouradeg Saupiquet e Kemper
- Dornskrid Lokmaria zo bet prenet gant CRBC ha frammoù all
- Erruout a ra an Euro 2024
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel