Keleier ar vro d’ar Merc’her 12 a viz Even 2024
Ar c’heleier zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan
E Boneur ema en tu kleiz e penn disoc’hoù an dilennadegeoù european !
E Breizh e oe arruet an tu deheù pellañ en ur bochad kumunieù aveit ar ueh ketañ.
Met e keriadenneù’zo deucteut ket Jordan Bardella ag ar rassemblement national a zo e penn an disoc’heù...
E Boneur eo an tu kleiz ‘neus bet ar muiañ a vouezhioù disul da geñver an dilennadegoù Europa. Ar listenn LFI oe kaset gant Manon Aubry zo bet lakaet e plas kentañ gant daou àrn ugent pik daou zeg dre gant ag ar mouezhioù… Raphael Glucksmann ha listenn PS/ Place Publique en em gav en trede plas gant 14,4 % ag ar votoù. Hag e Boneur eo ugent pik naonteg dre gant ag an dud o deus roet o mouezh d’an RN. Penaos displegañ ar vot er barrez vihan zo e Menez Are… Un nebeut displegadennoù gant Gerard Gwen zo bet eil maer Boneur.
Un Atersadenn get Erwan Blanchard.
Uzin metanaat e Chapel-Newe : Daou vlez ‘zo n’eo ket achu ar stourm
Daou vlez ‘zo goude ar vanifestadeg keutañ e galv ar strollad Transparence Chapelle-Neuve d’en em vodañ en dro an dibenn-suhun é tonet.
Stourm a ar ar gevredigezh a-houde 2022 enep ur raktres da sevel un uzin metanaat er gumunn.
Ar strollad neus kaset ar raktres dirag ar justis, e lez-varn melestradurel Roazhon. Met e-plas gortoz disoc’h ar lez-varn neus divizet an embregerezh e penn raktres an uzin da sevel un doser arall… Am embregerezh Tineerz neus douget un aotre da sevel nevez doujusoc’h da geñver an endro, hervez ar stal. Met n’eo ket wal ‘h evit ar c’holektif. Selaomp Gaetan Duval, ezel ar gevredigezh.
Un atersadenn get Yuna Kojan.
Selaouiit an holl pennadoù-kaoz AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Ar feulsterioù enep ar vigale a zo spontus e-pad ar brezeloù
- Gwasoc’h gwasañ eo ar jeu evit ar labourizion ha labourerezed
- Fuloret eo tud LR e Breizh enep emglev Ciotti/RN
- Aet eo da Anaon Marcel Guilloux