en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz Even 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz Even 2024

N'eo ket brav neuial pep lec'h war aod Breizh!

 

Ha propr eo ar mor war traezennoù Breizh ? Ha gellout a reer mont da gouronkañ e pep lec'h didrabas ? Warlene e oa bet kondaonet an ARS e Breizh evit ur vank a dreuzwelusted hag a ditouriñ war kalite an dour kouronkañ. Digoret zo bet ul lec'hienn nevez neuze ant ar gevredigezh ekologour Dour ha Stêrioù Breizh ha war ar bajenn-se e c'haller teurel ur sel war kalite an dour kouronkañ e aodoù ar vro. Un draezenn diwar pemp a zo saotret hervez ar studiadennoù hag aliet groñs eo chom hep mont da gouronkañ tamm ebet e 21 traezenn. An dourioù saotretañ a gaver e Bro Leon, etre Lanildud ha Sant-Pabu, hag a-hed a aodoù Mor Breizh e Norzh ar vro evel e Bae Sant-Brieg pe c'hoazh etre Dinarzh ha Sant-Malou. Muioc'h a ditouroù gant Pauline Kerskaven, eus Dour ha Stêrioù Breizh. Emañ Gant Metig Jakez-Vargas.

 

 

Desketa brezhoneg!

 

Un doare nevez a zo evit deskiñ brezhoneg, un doare enlinenn, digoust hag hep bruderezh … setu Desketa.
Abaoe mizioù e oa servijoù Ofis Publik ar Brezhoneg o labourat war ur savenn nevez evit ma c’hellfe an nen deskiñ brezhoneg e-unan pe vije e Breizh pe er bed a-bezh. Digwener eo bet kinniget ar savenn -mañ d’an tregont a dud a oa er sal e Ti ar C’huzul Rannvro e Roazhon. Ur bazenn a-bouez a zo bet graet gant ar savenn-mañ peogwir ne oa doare ebet evit en ober a-raok, gall a raio an nen mont war lec’hienn Desketa.bzh, krouiñ ur gont ha deskiñ hervez e live brezhoneg deus A0 evit an deraouidi da C1 evit ar re o deus c’hoant mont pelloc’h gant hor yezh. Ma c’hell bezañ implijet bremañ e brezhoneg hag e galleg e c’hello an dud en dazont deskiñ brezhoneg diwar ar saozneg, ar spagnoleg, an alamaneg pe ar c’hembraeg. Selaouomp Fulup Jakez Rener Ofis Publik ar Brezhoneg … Ur pennad-kaoz kaset gant Anton Burel

 

Gallout a rit selaou ar pennadoù-kaoz amañ

 

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Un talbenn poblek a vo savet gant strolladoù an tu kleiz evit an dilennadegoù lezennel?

- Prest eo Marine Le Pen hag an RN souten danvezioù dilennidi "Les Républicains" a vo kavet un emglev ganto

- 3000 manifestour ouzh mennozhioù an tu dehou pellañ war straedoù Roazhon dec'h da noz.

- Lañset eo proses Gregoire Chassaing, komiser polis an Naoned da boent marv Steve Caniço.

- Kampionad Europa Atleterezh: ur vedalenn arem gant Agathe Guillemot war ar 1500 metrad.

 

Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio