Keleier ar vro d'ar Yaou 6 a viz Even 2024
Ar c'heleier zo bet kanniget deoc'h get Yuna Kojan.
Unvaniezh Europa a sikoura ar raktresoù lec’hel
An dilennadegeù european a vo tost, disul, neuzen ! Un digarez da lakaet ur sell àr perh vez groet er vro get an UE.
Triwec’h raktres ac’hantaouet get Unvaniezh Europa zo lakaet war wel en un diskouezhadeg e Bro an Alre. Europa neus sikouret dre argant raktresoù tro dro d’an istri, d’ar bioliesseurted pe d’ar brezhoneg e Bro an Alre... Met ivez e Breizh a-bezh. Dre brogrammoù vez posubl d’an tier-kêr, d’an embregerezhioù pe d’ar c’hevredigezhioù goulenn ur skoazell argant, ema ret kaset un doser a vez studiet get an Unvaniezh. Ur miliard euro vez dispignet get an UE da Vreizh evit c’hwezh vlez.
Selaoomp Paul Molac, kuzulier Rannvro Breizh ha kannad e Mor-Bihan. Ar pesketa hag ar labour douar vez ac’hantaouet… met pas hepken.
Un atersadenn gant Yuna Kojan
Savetaet eo Keit Vimp Bev !
Stenn zo bet war an izili eus kuzul merañ Keit Vimp Bev e kerzh ar mizioù tremenet ! Anv ‘oa bet ‘vefe lakaet ar gevredigezh dindan adreizhadur barnerezhel gaozen d’un toull bras ‘bar c’hontoù e 2023. Dec’h ‘oa bet degemeret dileuridi ar gevredigezh zo staliet ‘ba Laz a embann levrioù e brezhoneg hag ar c’helaouennoù Rouzig, Louarnig hag ar gazetenn Ya ! ‘Benn fin ar gont zo bet graet un degemer mat d’an teuliad zo bet kinniget da varnerien al lez-varn ensav meur… Disammet eo Kristof Nikolaz hag e genseurted eus kuzul merañ Keit Vimp Bev ‘vel pezh ‘neus displeget da Erwan Blanchard.
Gall’ra an nen skoazell Keit Vimp Bev o kemer perezh ‘bar sav arc’hant aozet gant an ti embann dre « Hello asso »!
Un atersadenn get Erwan Blanchard
Selaouiit ar reportajoù AZE.
Da selaou en ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Taged eo Gaza c'hoazh
- Fall eo an endro a-gaoz da dommadur an hin
- 80 vlez 'zo get an dizambarkamant