Keleier ar vro d'ar gwener 31 a viz Mae 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Bec’h zo war an anvioù-lec’hioù brezhonek !
Sell aze danvez ar brezegenn a vo e Ti ar Vro Bro Gwened disadorn. Aozet eo gant un daouzek kevredigezh sevenadurel bennaket. Abalamour d’al lezenn « 3DS », bet votet e 2022, e rank ar parrezioù envel ha niverenniñ hentoù ha kêriadennoù o c’humun. Evit ar c’humunioù bihanoc’h evit 2000 a annezidi eo lakaet an termen d’ar 1añ a viz Even 2024. Unan eus palioù al lezenn zo aezetaat labour al livrerien, ar fakteurien hag ar sikourioù… Met e meur a lec’h eo bet graet an traoù diwar-goust an anvioù-lec’hioù brezhonek orin, diwar atiz ar Post alies… Herve Gwegen a gemero ar gaoz en anv Ofis Publik ar Brezhoneg disadorn goude kreisteiz. Hiroc’h gantañ war efedoù al lezenn « 3DS ».
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Ar beizanted bio engortoz eus an MAEC bepred
Izili eus Konfederasion ar beizanted e Penn ar bed hag eus ar GAB 29, kenstroll al labourerien-douar bio, a oa en em vodet digwener dirak prefeti Kemper. Deuet e oant da reiñ 50 lizher klemm d'ar prefed, un obererezh simbolek. El lizhiri-se e c'hourdrouzont ar Stad da baeañ ar skoazelloù MAEC, ar CAB/MAB pe c'hoazh an DJA d'al labourerien-douar o defe ranket resevout anezhe pell zo dija. Rak ar skoazelloù-se zo ul lodenn eus ar PAC ha prometet e oa bet gant ar gouarnamant e vije resevet ar PAC gant ar beizanted araok ar 15 a viz Meurzh. 12 000€ dre labourer pe labourerez-douar bio ha doujus d’an endro zo gortozet. Julien Taleg, mouezh-aotreet Konfederasion ar beizanted e Penn-ar-Bed.
Pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Donald Trump kondaonet gant al lez-kastizañ
- Bodadeg a-enep atersadenn Netanyahou war LCI
- Ur stourmer ekologour gwennet gant lez-varn Naoned
- Harz-labour an apotikerien hag apotikerezed
- C'hoarioù Golf Keup : sport, plijadur ha brezhoneg e Langoned disul !
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.