Peizanted Penn-ar-Bed a c'houlenn o skoazelloù digant ar prefed
Izili eus Konfederation ar beizanted e Penn ar bed ha deus ar GAB 29, kenstroll al labourerien-douar bio, a oa en em vodet digwener dirak prefeti Kemper. Deuet e oant evit reiñ 50 lizher klemm d'ar prefed, un obererezh simbolek. El lizhiri-se e c'hourdrouzont ar Stad da baeañ skoazelloù an MAEC, ar CAB/MAB pe c'hoazh an DJA d'al labourerien-douar o defe ranket resevout anezhe pell zo dija. Rak ar skoazelloù-se a zo ul lodenn eus ar PAC ha prometet e oa bet gant ar gouarnamant e vefe resevet ar PAC gant ar beizanted a-raok ar 15 a viz Meurzh. 12 000€ dre labourer pe labourerez douar bio ha doujus eus an endro a zo gortozet. Selaouomp Julien Taleg, mouez-aotreet Konfederasion ar beizanted e Penn-ar-Bed.