Kentañ saloñs al levrioù e Bear a vo e-pad fin ar sizhun !
Un darvoud aozet gant Kevredigezh sevenadurel ar Gwir Salver ha Kêr Bear, e Bro Dreger. Un digarez d’en em gavout gant tud eus bed al levrioù pe c’hoazh da gaout dedioù digant skrivagnerien ha skrivagnerezed. Abadennoù ha c’hoarioù war-dro d’al levrioù a vo ivez, evit ar re yaouankañ hag evit ar familhoù. An traoù a dremeno e kloastr abati ar Gwir Salver e Bear. Ar « gouent » evel ma vez lâret gant an dud eno. Loeiz Grall zo e-mesk ar skrivagnerien c’hallek bet pedet da zont d’ar saloñs. E 2022 e oa aet priz kêr Garaez gantañ evit e romant Le nageur d’Aral.
Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laquaine