Keleier ar vro d’ar Lun 27 a viz Mae 2024
Ar c’heleier zo bet kanniget deoc’h get Yuna Kojan.
Degouezh ar Redadeg e Montrouez
Achuw eo ar redadeg ! Miliadoù a dud a oe en em vodet e kreiz-kêr Montroulez disadorn evit degouezh ar Redadeg. Daou-vil daouc'hant daou gilometrad warn-ugent a dreuz hentoù Breizh a oa bet redet e-dan nav devezh get ar pal da gas àr-raok ar brezhoneg. Goude bout arruet a Vro Leon, he deus ar Redadeg graet div djuec’h tro kreiz-kêr Montroulez, eraok en em gavout war a blasenn. Eno e oa bet diskoachet ha lennet an destenn a oe kuzhet er vazh test.
Klevet ho peus tro ha tro Gwenn an Dreo, é lenn an destenn, ha Charlez an Dreo, o doa skrivet testenn ar vazh-test a-stroll gant izili arall ag o familh. 'Benn 2026 e vo ar Redadeg é tonet, é c'hortoz e choma c'hoazh un nebeud kilometradoù da werzhañ àr lec'hienn ar Redadeg.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Un harz-Labour get France Télévision ha Radio France
Daou devezh harz-labour bras a oe bet graet gant skipailhoù France Television ha Radio France ar sizhun dremenet, diriaou ha digwener. Faot a ra d'ar gouarnamant bodañ an daou strollad mediaioù-se, ar skinwel publik hag ar radio publik, e-dan ur framm nemetken, war skouer ar BBC e bro Saoz. Ha kendeuziñ an div embregerez adalek ar 1añ a viz Genver 2026, evit kreñvaat anezho hrevé ar gouarnamant. Met kreñv eo an div embregerezh dija, 15 million a dud a selaou doc’h radioioù Radio France bemdez da skouer. Un dañjer e vehe evit an demokratelezh hag ewe aveit emrenerezh ha dazont ar radio ha tele publik gall.
mil pouar ch’ant goprad ha gopradez a Radio France o doe sinet ur sinadeg. Ne oa bet skignet abadenn ebet diriaou a studioioù France Bleu Breizh Izel e Kemper ha keleier ebet digwener. Selaouomp Léo Rozé, a zo dileuriad ar gopridi e France Bleu Breizh Izel.
Léo Rozé, dileuriad ar gopridi e France Bleu Breizh Izel, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.
An holl reportajoù zo da selaou AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Un tagad en ur grezenn repu e Gaza get an arme israelan
- Muzul Macron àr Kanaki ne blij ket da bopl Kanak
- Manifestadegoù an deskadurezh stad
- Clara Burel e Roland Garros
- 40 vlez Ifremer !