en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

« An emglev aveit dazont ar besketourion »

« An emglev aveit dazont ar besketourion »

Ur strollad nevez a zo war ar stern en Oriant. : « An emglev aveit dazont ar besketourion »

E-barzh an emglev-sen eh eus pesketourion met ivez Alan ar Sann, e penn festival pesketourion ar bed hag arbeniket war ar sujed.

Hervez an emglev ne vez ket selaouet mouezh ar besketourion walac'h pa vez kemeret muzulioù da zifenn an endro. Hervez Alan ar Sann ema re bounner galloud an ONGoù war ar muzulioù da zifenn an endro ha n’eo ket ken ar galloud e daouarn ar besketourion.

An arsellva war ar mor hag ar louened PELAGIS en deus savet ur bilañs keutañ war efedoù ar muzul da serriñ takad Gwaskogn. Hervez PELAGIS e ya war an digresk an niver a louned kavet marv.

Ne oa ket posubl pesketa evit pemp kant bag a vro c’hall e-pad ur miz, perzh neus lakaet e fulor bed ar pesketa e Bro C’hall hag e Breizh ivez. E-pad ur miz e oa difenet pesketa e mor Gwaskogn evit gwareziñ an dolfined veze toull trapet e rouedeù ar bigi pesketa. Met hervez Alan ar Sann e oa bet dija kemeret muzulioù gant ar besketourion, gant sonar pe ostilhoù da glask nompas pesketa an dolfined.

 

Un atersadenn gant Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio