en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar Vro d’ar Merc’her 15 a viz Mae 2024

Keleier ar Vro d’ar Merc’her 15 a viz Mae 2024

Ar frapad keleier zo bet kanniget deoc’h get Yuna Kojan.

 

Ur vanifestadeg e Kemper evit soutenn stourmerion ospital Karaez

Ur wech ouzhpenn o doa manifestet tud Karaez hiziv e Kemper, da heul stourmoù ar mizioù diwezhañ evit saveteiñ o ospital.

Abaoe miz Gouere 2023 eo sarret servij trummadoù ospital Karaez etre 6e30 noz ha 8e30 mintin, daoust d'an emglev bet kavet e miz Here. Meur a wech o doa manifestet tud Kreiz Breizh evit ma vefe digoret en-dro an trummadoù noz-deiz. Ha d'ar 14 a viz Gwengolo tremenet o doa darn dioute ac'hubet burevioù an ARS e Kemper, ajañs rannvroael ar yec'hed, e-pad un hanter devezh. Poliserien e-leiz a oa war al lec'h d'an deiz-se hag embannet en doa ar prefed, titouret gante, « ne oa ket bet anv eus tamm feulster ebet » d'an ampoent. Daoust da-se o renerezed an ARS douget klemm da heul an darvoud-se.

'Blamm da se eo bet lakaet Mathieu Guillemot dindan ensell hiziv, ur sindikalour eus an NPA a zo e penn komite difenn ospital Karaez. Dek den en holl a zo bet galvet gant ar polis, ha klevet e vint holl en devezhioù o tont. Selaouomp da gentañ Goulven ha Telo, daou studier yaouank a oa e mesk an 200 manifester.

 

Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.

 

Ur strollad nevez evit difenn dazont ar besketourion

Ur strollad nevez a zo war ar stern en Oriant. : « An emglev aveit dazont ar besketourion »

E-barzh an emglev-sen eh eus pesketourion met ivez Alan ar Sann, e penn festival pesketourion ar bed hag arbeniket war ar sujed ar pesketouriezh.

Hervez an emglev ne vez ket selaouet mouezh ar besketourion pa vez kemeret muzulioù da zifenn an endro. Hervez Alan ar Sann ema re bounner galloud an ONGoù war ar muzulioù da zifenn an endro ha n’eo ket ken ar galloud e daouarn ar besketourion.

E-pad ur miz e oa difenet pesketa e mor Gwaskogn evit gwareziñ an dolfined veze toull trapet e rouedeù ar bigi pesketa. Hervez bilañs keutañ an arsellva PELAGIS oa neubeutoc’h nebeuta a zolfined marv goude oa serret mor Gwaskogn d’ar bigi pesketa. Ne oa ket posubl pesketa evit pemp kant bag a vro c’hall e-pad ur miz. Met hervez Alan ar Sann e oa bet dija kemeret muzulioù gant ar besketourion, gant sonar pe ostilhoù da glask nompas pesketa an dolfined.

Selaomp anezhoñ diouzthu.

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

 

Selaouit an holl pennadoù-kaoz AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Manifestadegoù bras zo e Bro Kanaki enep reform nevez Bro C’hall
  • Start bras eo ar jeu e Norzh Kharkiv, e Bro Ukraina
  • Diaes vo sevel un harz labour get Israel
  • Un diouer a zour a zo e Bro Alamagn

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio