Avel em fenn - Lun 6 a viz Mae
Estroc'h evit ar pezh a soñjer a vez da gas pa vezer soner a vicher. Ar sonadegoù a zo penn an isberg, hag ar peurest... Lod brasañ ag ar labour! Ar bleustradegoù, ar c'henurzhiiñ, an hent, ar c'hehentiñ, ar velestradur... Muioc'h get ar soner violoñ Elouan Le Couls (War Sav, Soñj, KBA 9) a zo tremenet dre studio RBG ar Lun mañ, ha savet e gompani Compagnie Beliza.
Kresket eskape-gamoù er vro èl potironed e-kerz ar bleadoù paset! An hoarioù preder a-stroll a dap muioc'h-mui a dud. Ur garavanenn nevez a c'hell degemer an dud evit ur bartienn preder stank. Savet e oa bet get Tangi Simon ha Gwen Townsend, e chom e Gomené. Da glevout goude ar c'heleier.
En abadenn mañ e adkavehet ivez Mael Gwenneg karget ag ar programmoù e brezhoneg e FR3 àr Bali Breizh e Kallag; muioc'h a-ziàr ur fizikour breizhad a vourre krouidigezhioù droch Corentin Louis Kevran (ganet e Kemper).
Keleier ar vro get Yuna Cojean. Un abadenn kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio Radio Bro Gwened.
Foto: Eric Legret