en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 02 a viz Mae 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 02 a viz Mae 2024

Kinniget eo bet deoc’h ar c’heleier gant Yuna Kojan

 

40 vloaz zo gant Tro Bro Leon

Daou ugent vloaz zo e oe aozet Tro Bro Leon evit ar wech kentañ! Ur redadeg àr velo ema e oa bet savet gant Jean-Pol Mellouet evit arc'hantiñ skol Diwan Lanniliz! Brudet eo ar redadeg ha lesanvet eo "Le Paris-Roubaix breton". kar dav eo d'ar rederion monet gant ribinoù, an hentoù karr zo implijet gant ar beizanted evit monet beket o farkeier. Abaoe daou ugent vlez eo kresket ar c'hours a vloaz da vloaz. Abaoe mil na c’han naonteg ha pour ugent deucheut meit ar rederion a-vicher a c'halla kemer perzh e Tro Bro Leon ha laket eo e rummad Kip Bro-C'hall… Kreskin a ray c'hoazh e kerzh ar bleadeù da zonet kar gant ASO (A ess O) e vo aozet Tro Bro Leon adalek 2025. Gant an embregerezh prevez mañ e vez meret Tro Bro C'hall hag ur bochad redadegoù all… Un nebeut displegadennoù gant Louis Le Roux, zo den a youl vat evit aozan ar c'hours a vo dalc'het 'benn disul.

 

Un atersadenn gant Erwan Blanchard.

 

 

Dizoloeiñ an dilhad kozh e Gouel-Breizh ar Sorn

Gouel Breizh pe Fète de la Bèrtègn a gomansa a-benn nebeut ! E miz Mae vez lidet kultur ar vro bep plez, e Breizh hag e bro c’hall ewe. Etre d’ar seiteik ha d’ar c’hwec’h àrn ungent a viz Mae vo savet abadennoù dreist-ordinal aveit lidañ gouel Breizh er Sorn, e Bro gwened.

Annon vo moaian dizoloeiñ labour Jaime Da Silva, e penn e embregerezh Casa Jubelein. Dastum a ra dilhadoù ha koefeù hengounel.

D’an driwec’h a viz mae vo savet un abadenn getoñ e gouel Breizh er Sorn. Kannig a ra da gemer poltridi d’an dud gwisket mod hengounel ! Selaamp Jaime da silva dorthu.

Un atersadenn gant Yuna Kojan

 

Selaouit ar pennadoù-kaoz AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn ar frapad keleier-mañ :

  • Manifestadegoù bras zo enep ur lezenn e Bro Jeorji
  • Luskadoù evit soutenn Gaza a zo e Reter-Kreiz
  • Re uhel ema ar liveoù a blom e livadur’zo e Naval Group

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio