en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Ebrel 2024

60 vloaz UDB hag e gelaouenn Pobl Vreizh

 

60 vloaz ‘zo gant strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ar bloaz-mañ…. Met deiz ha bloaz ar gelaouenn Pobl Vreizh eo ivez ! Liammet eo ar gelaouenn gant ar strollad politikel zo bet savet e 1964. Pennadoù-skrid e galleg hag e brezhoneg vez skrivet gant tud’zo a zo a youl vat. Lakaet vez ar gaoz war an unvaniezh, plas ar yezhoù bro da skwer, met ivez eus an enkadenn ekologel, gwirioù ar maouezed pe eus ar stourmoù sokial. E Pondi oa lidet deiz ha bloaz an UDB disadorn. Ur stal oa savet expres-kaer evit kazetenn Pobl Vreizh. Yuna Kojan zo aet da atersiñ tud’zo a skriv er gazetenn-se, selaoomp da gentañ Tifenn Siret, eus an UDB. Kontañ a ra deomp pegoulz he deus komañset da skrivañ e Pobl Vreizh…

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

Douarouriezh Bro Berc'hed a zo Dreistordinal !

 

Berc’hed zo ur gumun tost eus Pondi hag ar rannvro-se a zo da dorosad Arvorig. Gwechall gozh e oa ar mor aze ! Disul oa aozet un devezh ispisial savet gant ar gevredigezh « Les cartes blanches ». Komzet en deus ar geologour Yves Lagabrielle eus « Douarouriezh Berc’hed  : istor kreiz Breizh abaoe 500 milion bloaz ». Daniel Garrin, annezad Berc’hed, en deus heuliet an devezh-se. Displegañ a ra deomp penaos eo pinvidig douar e gumun… Da skwer vez kavet Andalouzit dreist ordinal…

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 


Ha da glevout ivez er c'heleier :

 

- Keloù deus ar brezel etre Ukraina ha Russia

- Emgannoù ha Bombezadegoù e Palestina ac'hubet

- Burutellaet eo Kuzul Rannvro Breizh gant an tu kleiz dizalc'hour (War-Sav) peogwir en deus roet yalc'hadoù d'an embregerezh Thales a ra Dronoù evit Lu Israel

- Disoc'hoù Krogadoù melldroad an dibenn sizhun

- 5vet devezh redadeg marc'h-houarn an Tro Breizh 

 

An holl reportajoù zo da selaou AZE

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio