en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 26 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 26 a viz Ebrel 2024

 Sujedoù ar Breved a vo e brezhoneg !

 

Gortozet eo bet kalz respont ministrereh an deskadureh stad gant rouedad Diwan… Disklêriet oa warlene e miz Du e vefe lakaet e galleg sujedoù arnodennoù ar breved… ar Matematikoù, an istor-Douaroniezh hag ar skiantoù. Padal eo e brezhoneg normalmant ar sujedoù-se. Displeget en deus an deskadurezh stad oa kemeret an diviz-se evit ma vefe muioc’h a ingalded etre ar skolajidi er Stad C’hall… Pezh oa digomprenabl evit Diwan… Ar c’hontrol eo evit ar vugale a gomz brezhoneg… Treiñ ar sujedoù a-raok respont a gemerfe hir amzer, hag e vefe un disingalded kentoc’h evit skolajidi Diwan. Abaoe pemp miz emañ Diwan ha kerent ar vugale o c’hortoz respont Nicole Belloubet, ministrez pe maodiernez an deskadureh stad… Selaouomp Floriant Voyenne, Rener skolaj-lise Diwan e Gwened.

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

Kregiñ a ra fenoz ar festival nevez "Avelioù ar bed" e Gwitalmeze

 

Avelioù ar bed ‘c’hwezho war Gwitalmeze adalek fenoz ! Ur gouel nevez flamm eo a zo aozet gant tud yaouank zo deuet da chom en hanter noz Bro-Leon nevez zo. sonadegoù, ur fest-noz vo kinniget d’an arvesterien sur deoc’h ! Met fellout a ra da aozerien ar gouel mont pelloc’h o kinnig pourmenadennoù, predoù ha kement zo. Penaos eo deuet ar soñj d’an izili eus EOR, anv ar gevredigezh zo penn Avelioù ar bed, sevel ur festival… Selaouomp, da gentañ Neven ar Penneg

 

Ur Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- 4 sindikalour zo bet galvet gant an archerien da vare un dalc'h dindan evezh peogwir o deus kemeret perzh er stourm evit difenn Ospital Karaez ha servij publik ar Yec'hed

- Keloù deus ar Brezel etre Russia hag Ukraina

- Mont a raio en-dro linenn B tren dindandouar Roazhon

- Casino en deus dibabet serriñ e savenn kas-degas e Gwazel

- Krogadoù melldroad an dibenn sizhun

- Eil devezh redadeg marc'h-houarn an Tro Breizh 

 

An holl reportajoù zo da selaou AZE

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio