Diskouezadeg ar roadennoù e mirdi ar Rezistañs
Dre benaos e vez moaien sevel ur mirdi istorel, diazezet war ar Rezistans en ul lec’h resis evel hini Koad Malouen ? Dre dielloù kavet er familhoù pe gant rezistanted bev c’hoazh. Peogwir ouzhpenn evit an dielloù diskoachet gant an istorourien.ezed eo prizius kaout un tiked boued pe ur maskl gaz bet kavet er grignol gant den-man-den. Mirdi ar Rezistans, staliet e kichen ar Stang Nevez e Sant Konan, a zo bet savet 12 vloaz ‘zo tro-dro da rezistanted Koad Malouen, ar c’hoad e-kichen, lec’h oa staliet un 300 den bennak e fin ar Brezel, dieubet gante kêr Gwengamp. Peseurt pouez en deus an dielloù familh evit mirdi ar Rezistans e Sant-Konan ? Penaos e teu familhoù ‘zo da zileuskel fotoioù pe lizhiri personel ? Penaos bezan sur eo rezistanted gwir tud o familh ?
Liloe Hemmert a labour er mirdi abaoe ur bloavezh, kinnig a ra deomp ar mirdi hag an diskouezadeg savet evit reiñ enor d'ar roadennoù-mañ. Deomp neuze eno, gant trouzioù ar c’hoad Malouen tro-dro deomp.