Deskiñ brezhoneg e Pondi get Roudour !
Marse vo posubl deskiñ brezhoneg e Pondi gant Roudour !
Ar greizenn stummañ neus ar c’hoant da zigor e kêr ar Blañwer ur stummadur hir nav miz... Ha perak pa stumadurioù berr ivez. Ar stumadurioù hir ha fonnus kinniget gant Roudour zo dreist-holl evit an dud dilabour pe skoalerion ivez. Ar pal a zo kas dezhe barregezhioù yezh evit labourat e brezhoneg.
N’eus krezenn ebet evit deskiñ ar yezh e Pondi. Kentelioù brezhoneg a zo dija, savet gant kevredigezhioù’zo pe gant Ti ar vro Bro Pondi.
Perak neus divizet Roudour plantañ ur greizenn stummañ e Pondi… Ar respont gant Cédric Laur, merour ar Scop Roudour.
Evit mont e darempred gant Roudour e c’hallit kas ur postel da degemer@roudour.bzh
Titouroù arall zo da gavour war lec’hienn internet www.roudour.bzh
Un atersadenn gant Yuna Kojan.