Ur bloaz zo e oa bet digoret ar Stal Café 'ba Plouneour-Menez!
Ur bloaz zo e oa digoret ar Stal hag ar Stal Cafe ‘ba kreiz bourk Plouneour-Menez. Ur raktres da digeriñ ur preti-kafe zo liammet gant an arzoù. ‘Bar restaorant e vez dalc’het atalieroù arzoù hag artizanel evel an engraverezh da skouer. Ha stag ouzh ar preti zo ur gwir atalier luderezh. A-benn disadorn e vo lidet bloaz ar Stal ‘ba Plouneour-Menez gant ur c’honsert kaset gant ar strollad Nar da 7e ha diwezhatoc’h vo kinniget ur blind-test. Penaos emañ kont gant ar Stal hag ar Stal-Kafe ur bloaz war lerc'h bout bet digoret? Anjelina Beauvir eo ni zo bet fiziet enni ar garg da derc’hel ar preti war he c’hont... Emañ gant Erwan Blanchard.