en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 25 a viz Ebrel

Keleier ar vro d'ar Yaou 25 a viz Ebrel

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Douget en deus Gérald Darmanin, ministr an diabarzh, klemm ouzh ur sindikalour eus Brest

Ar sizhun dremenet 'oa bet galvet Olivier Cuzon, sindikalour ha kelenner anezhañ, da vont d'ar c'homiserdi. Petra zo kaoz? Ur pennad skrid embannet 'ba kazetenn Sud-Education e fin ar bloaz tremenet. Lakaet 'oa ar gaoz war "ar c'hlasoù difenn ha surentez" zo kenurzhiet gant ministrerezh an Deskadurezh ha ministrerezh an Armeoù. Diskrivet 'oa bet ar c'hlasoù se giz ur mod da "wall genteliañ ar re yaouank"… Er pennad 'oa skrivet, ivez, eo ankeniet Sud Education gant "sevenadur tu dehou pellañ, misojin hag homofob" soudarded zo… Olivier Cuzon zo rener embann kazetenn Sud Education Penn ar Bed. Soutenet eo ar sindikalour gant strolladoù politikel eus bro Brest 'vel strollad ar gomunourien yaouank…

Un atersadenn gant Erwan Blanchard

 

Ur greizenn stummañ nevez e Pondi evit deskiñ brezhoneg

Ar stummadurioù hir ha fonnus kinniget gant Roudour zo dreist-holl evit an dud dilabour pe skolaerien ha skolaerezed a fell dezho kelenn e brezhoneg ivez. Ar pal a zo kas dezhe barregezhioù yezh evit labourat e brezhoneg.

N’eus kreizenn ebet evit deskiñ ar yezh e Pondi. Kentelioù brezhoneg a zo dija, kaset da benn gant kevredigezhioù Bro Pondi. Perak neus divizet Roudour plantañ ur greizenn stummañ eno ?… Ar respont gant Cédric Laur, merour ar Scop Roudour.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Fall eo ar jeu evit strollad an tu dehoù pellañ Alaman, an AFD

- Klask a raio bro Japan staliañ ur greizenn panelloù-heol en egor 'benn 2025

- Savetaet zo bet ouzhpenn 154 milion a dud dre ar bed a drugarez d'ar vaksinoù

- Echuet eo prantad enklask ar justiz war afer ar surjian Ar Skouarneg en doa gwallet ha taget ouzhpenn 300 bugel

- Adalek bremañ e c'hello an amiegezed ober IVG-où dre oberata evel ar vedisined

- Dav e vo d'an embregerezh Nestlé distruj 2 vilion a voutailhadoù Perrier

 

An holl reportajoù zo da selaou AZE

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio