Ti ar vro Gwengamp a glask arc'hantaouiñ ar greizenn dudi
Lañs zo gant ar c’hreizennoù dudi e brezhoneg abaoe un nebeud bloazioù. Unan zo nevez digoret e Karaez ar sizhun-mañ da geñver ar vakañsoù-skol. Douget eo gant Poc’hêr Kumuniezh. Gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz e oa bet savet unan e 2019 hag ur bloaz a-raok e oa bet roet lañs da hini Ti ar Vro Gwengamp.
Abaoe e vez kinniget e kêr kreiz Bro-Dreger un degemer c’hwek d’ar vugale vrezhonek bep Merc’her ha da goulz an ehanoù-skol. Digoret e oa bet ar greizenn gant sikour ar Redadeg he doa roet 10 000€ da lañsañ anezhi. A-hend-all e vez soutenet Ti ar Vro gant meur a strollegezh, da gas da benn e raktresoù, ar greizenn-dudi en o-mesk. Met n’eo ket gwall greñv an arc’hant en ti anat deoc’h. Faot a rafe da Bierrot Normant, prezidant Ti ar Vro, kaout muioc’h a skoazell digant ar c’humunioù ma vez kavet bugale o vont da greizenn vrezhonek Gwengamp.
Emañ ouzh mikro Tomaz Laken.