en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d’ar Merc’her 24 a viz Imbril 2024

Keleier ar vro d’ar Merc’her 24 a viz Imbril 2024

Keleier kinniget deoc’h get Yuna Kojan.

 

Ur steñv hollek evit ar studierion

Diryaou ha digwener e oa dalc’h ar c’huzul rannvro... E pennoù an dilennidi e oe an dilennadegoù europa kar emañ o strollad é kaballiñ. Un devezh hanter a dabutoù zo bet neuze, àr ar bep seurt sujedoù en ho zouez ar stourm doc’h ar baouerentezh, an treuzdougen hag ar re yaouank hag ar studierion. A-gaoz da diaezamantoù ar studierion en deus mouezhiet ar rannvro ur steuñv hollek evit sikour anezho. Nil Caouissin kuzulier rannvro an UDB en deus lakaet ar gaoz war kudennoù lojeiz ar studierion, selaouomp anezhañ diouzhtu.

Un atersadenn get Anton Burel

 

 

Deiz-ha-blez stal kafe e Plouneour-Menez !

Ur blez zo ‘oe digoret ar Stal hag ar Stal Cafe e kreiz bourk Plouneour-Menez. Ur raktres da zigeriñ ur preti-kafe zo liammet gant an arzoù. Er restaorant ‘vez dalc’het atalieroù arzoù hag artizanel èl an engraverezh da skouer. Ha stag doc’h ar preti zo ur gwir atalier luderezh. Penaos emañ kont gant ar Stal hag ar Stal-Kafe ? Anjelina Beauvir eo ni ‘zo bet fiziet enni ar garg da zerc’hel ar preti àr he c’hont.

‘Benn disadorn ‘vo lidet blez ar Stal e Plouneour-Menez gant ur c’honsert kaset gant ar strollad Nar da 7e ha diwezhatoc’h ‘vo kinniget ur blind-test.

Un atersadenn get Erwan Blanchard.

 

An holl reportajoù zo da selaou AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er farapad keleier-mañ :

  • Start eo ar jeu e Cisjordania aloubet
  • Manifesterion e Bro Ac’hentina evit soutenn ar skolioù-meur
  • Peseurt dazont evit an Erer Kozh ?


 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio