en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 23 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 23 a viz Ebrel 2024

60 vloaz an UDB a vo lidet disadorn!

60 vloaz eo an UDB. Evit lidañ an deiz-ha-bloaz se vo aozet gant ar strollad politikel un devezh a-bezh e Pondi, a-benn disadorn. Taolioù-krenn, tabutoù ha kaozeadennoù vo savet tro dro d’an UDB, e istoer hag an dazont. Evit ar gaozeadenn gentañ vo tro d’an daol Jean-Jacques Monnier, istorour, Tudi Kernalegenn, enklaskour hag Anne-Marie Kervern, stourmerez ha dilennadez bet an UDB. Sujedoù a bep seurt vo lakaet war an daol, Yuna Kojan ha Gael Briand, penn kazetenner Pobl Vreizh anezhañ.

Muioc'h a skoazell arc'hant da greizenn dudi Gwengamp!

Lañs zo gant ar c’hreizennoù dudi e brezhoneg abaoe un nebeud bloazioù. Unan zo nevez digoret e Karaez ar sizhun-mañ da geñver ar vakañsoù-skol. Douget eo gant Poc’hêr Kumuniezh. Gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz e oa bet savet unan e 2019 hag ur bloaz a-raok e oa bet roet lañs da hini Ti ar Vro Gwengamp. Abaoe e vez kinniget e kêr kreiz Bro-Dreger un degemer c’hwek d’ar vugale vrezhonek bep merc’her ha da goulz an ehanoù-skol. Digoret e oa bet ar greizenn gant sikour ar Redadeg he doa roet 10 000 euro da lañsañ anezhi. A-hend-all e vez soutenet Ti ar Vro gant meur a strollegezh, da gas da benn e raktresoù, ar greizenn-dudi en o-mesk. Met n’eo ket gwall greñv an arc’hant en ti anat deoc’h. Faot a rafe da Bierrot Normant, prezidant Ti ar Vro, kaout muioc’h a skoazell digant ar c’humunioù ma vez kavet bugale o vont da greizenn vrezhonek Gwengamp. Emañ ouzh mikro Tomaz Laken.

 

Ar pennadoù-kaoz a c'haller selaou amañ

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier:

-Studierien Arjentina zo o vanifestiñ evit ma roet muioc'h a arc'hant d'ar skolioù-meur

- Votet eo al lezenn da gas repuidi erru e Rouantelez-Unaned er-maez lezenn da Rwanda

- Erru eo ar ralezenn war ar gwir da vervel er Voadadenn veur e Pariz

-Soutenet eo Olivier Cuzon, sindikalour SUD éducation, gant strolladoù politikel eus Brest

- Start e vo da Stade Brestois c'hoari krogadoù kip Europa war dachenn Francis-le-Blé

- Ha ma vefe aozet an Erer Kozh ar wech diwezhañ ar bloaz mañ?

- Merc'hed kleub an Naoned a c'haorio krogad kentañ gourfenn kampionad Lig 1 fenoz.

 

Embannet eo bet an abadenn geleier gant Erwan Blanchard

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio