en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Breizh-Mali : Ur c'hrogad da heuliañ 'benn dimeurzh

Breizh-Mali : Ur c'hrogad da heuliañ 'benn dimeurzh

'Benn dimeurzh kentañ, da 8e30, 'vo gwelet skipailh Breizh melldroad en-dro war an dachenn! 'Ba Kerc'hfaou, 'kichen Naoned, 'vo degemeret skipailh Mali. Ur skipailh barrek tre 'neus echu e trede plas da geñver Kib Afrika ar broioù e miz Genver tremenet. Ar match' 'zo aozet 'vit reiñ un tamm skoazell d'an dud 'zo o chom 'ba Mali, ur vro 'zo paket mat gant ur brezel diabarzh. 'Ba Breizh emañ skipailh Mali 'vit prientiñ o daou grogad 'vit mont da Gib ar Bed e 2014 'neunt da c'hoari e miz Even. War an dachenn, eus tu Mali, 'vo gwelet Samassa ha Yatabaré a c'hoari gant War Raok Gwengamp pe c'hoazh Seydou Keita 'neus bet c'hoariet gant FC An Oriant, un nebeut bloavezhioù 'zo. Visant Roue 'zo e-karg eus ar c'hentiñ 'vit Bretagne Football association, ar gevredigezh a aoza ar match, 'neus displeget da Erwan Blanchard peseurt mod eo lakaet ar match mañ e plas.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio