en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Karr-tan Solidaire a sikour an dud da vone-done e Molan

Karr-tan Solidaire a sikour an dud da vone-done e Molan

Lakomp ar gaoz bremañ war un intrudu lec'hel a feson, ar gevredigezh Karr-tan Solidaire e Molan. Ur gumun ledan eo Molan, chouk da Gemperle. Bevañ a ra tud Molan e kêriadennoù bihan strewet war ar maez pe war vord ar mor, pell a-walc'h deus ar vourc'h. Kinnig a ra Karr-tan Solidaire kas ha degas an dud n'o deus karr-tan ebet, aotre bleinañ ebet, pe a zo re gozh evit bleniañ da skouer. Prenet e oa bet ur c'harr-tan gant an ti-kêr e 2021 ha bemdez e vez tud a youl-vat o vleinañ anezhañ evit sikour an dud da vone-done, evit mont d'ar gourmarc'had pe mont da di ar medisin dreist-holl. Evelyne Lagadig a gont hiroc'h deomp.

 

 

20 den a youl-vat a zo evit poent ha klask a zo war lec'h tud a volontez vat ouzhpenn. Ha me fell deoc'h bezañ sikouret evit fiñval eus an eil lec'h d'egile e Molan e c'hellit skrivañ ur postel da karrtan.solidaire29350@gmail.com pe pellgomz d'ar 06 43 33 58 47, bep mintin eus al Lun d'ar Gwener.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio