en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Ur garta evit ar re yaouank@@@ 'Benn dimerc'her kentañ 'vo studiet ha votet ur Garta evit ar re yaouank 'ba Breizh get kuzulierion ar Rannvro. Pemp raktres ha daou-ugent 'zo renablet e-barzh. Goulennet deus ar re vras get ar guzulierien rannvro yaouank o soñj diàr-benn ar garta ur sort. Clement Treguer ha Juliette Montfort zo 'ba Kuzul Rannvro ar re yaouank. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. Selaouit an atersadenn @@@Lec'hioù a chom en tier-pouponed Babigoù Breizh e Gwened.@@@ Hiziv e oa bodet an dud deus kemeret perzh evit sevel an div vikromagouri-mañ. Sekouret eo ar gevredigezh get ar strollegezhoù lec'hel èl ar Rannvro hag kêr Gwened deus prenet c'hwec'h lec'h en oll. Kef ar sekourioù sokial, ar c'haf deus postet argant en afer iwez. Erwan Ollivier a zo rener servij an aferioù sokial er c'haf. Marie-Françoise Keranvrant a zo unan ag an animatourezed bet gobret. doh mikro Yaëlle ar Mouel. Ar pennad komz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio