en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel em fenn - Lun 15 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 15 a viz Meurzh

Ethnosid e Gaza: Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet e miz Meurzh gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn. E-maez an Europ an hini eo e vez kavet ar broioù taerañ e-keñver Izrael, evel Kolombia da skouer. Ar vro-se a oa bet kaoz diwar he fenn e fin miz Meurzh e Lannuon, da goulz bodadeg sizhuniek an AFPS, ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell… Tomaz Laken oa war blas. Ur pennad-kaoz da glevout goude ar c'heleier.

 

Kan ar Bobl: a benn ar wikend mañ e vo! Muioc'h get Gwenn Vorc'h, e-karg ag an dud a volonte-vat evit ar c'hoñkour. Un atersadenn kaset get Yuna Cojean.

 

Adkavit ivez Loeiz Belleg: ag eh eus petrol e Breizh? ha Mael Gwenneg, rener programmoù brezhonek FR3 àr neventioù Bali Breizh, hag ar raktres skolaj diwan nevez e bro Roazhon.

 

Keleier ar vro get Tomaz Laken, Avel em fenn oa kset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.

 

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio