KEAV en deus sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg !
Neus ket pell zo e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar gevredigezh Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien war an ton bras e prezidantelezh Skol-Veur Roazhon 2. E-touez an dud a oa du-hont e oa Vincent Goueset prezidant Skol Veur Roazhon 2, Paol Molag prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Kannad Ploermel, Hedwige Fusaro bezprezidantez e karg deus darempredoù etrebroadel ar skol-veur hag evel-just Cédric Choplin Prezidant KEAV ha mestr prezegenner e brezhoneg ha keltiek er skol-veur Roazhon 2 hag Anna ar Beg renourez KEAV. Un ugent bennak a dud a oa amañ ivez ... pennoù bras KEAV, studierien Roazhon 2 ha Roazhoniz kar-o-yezh. Bep bloaz e vez aozet ur c’hamp vakañsiñ holl vrezhoneg an eil hag an trede sizhun a viz Gouere abaoe 1948, hag ar staj hollvrezhoneg kentañ e oa e istor ar vro. Kant tregont brezhoneger ha brezhonegerez a vez degemeret bep bloaz mui un dregont a vugale … Setu Cedric Choplin hag Anna ar Beg …
Ur Pennad-kaoz gant Anton Burel