Keleier ar vro d’ar Merc’her 10 a viz Imbril 2024
Ar c’heleier a zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan
Lizher kelaouiñ Splann ! : Un arsellva nevez àr frankiz ar mediaoù
Àr digarez hom emgav miziek gant tud ar media enklask Splann e vo lakaet ar gaoz hiziv àr ur gevredigezh nevez lakaet àr droad. Un arsellva a vo sañset da renabliñ an tagadennoù a-enep ar gazetennerion ha kazetennerezed. Met ivez da reiñ da c’hoût d’an dud peseurt efed o deus an tagadennoù-se àr an demokratelezh. Meur a dra a c’hallehe bout lakaet àr ar roll : ar prosezioù justis groet da vougañ mouezh ar gazetennerion, ar furchadegoù en o zi, pa vez dalc’het ar re-se e-dan evezh ar polis-titouriñ, ar lojisieloù-spiañ, an harellerezh enlinenn, feulsterioù ar jañdarmed, ar fed da zic’hoprañ anezhe ewe pe c’hoazh da sabotiñ o gweturioù…
Un atersadenn get Tomaz Laken
Raktres ur skol Diwan en Henbont
Marse vehe moian d’ar vugale deskiñ brezhoneg en ur skol Diwan nevez… En Henbont !
Douget eo ar raktres get ur strollad a voda kerent ag ur vro. Dec’h da noz oe savet un emvod foran da gannig ar raktres-sen. Ar pal vehe digor ar skol-sen en distro-skol 2025.
Un diouer a skol Diwan a zo e Bro an Oriant, dreist-holl a-us an hent-pras, hervez Maïwenn Kerneis, ezelez ag ar strollad.
Un atersadenn get Yuna Kojan
Kavit ar reportajoù AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Kondaonet eo bet Bro Suis get lez varn gwirioù mab den an ONU
- Un emglev nevez vo votet e Parlamant Europa diàr-benn an Divroadenn
- Marvet eo bet tud a orin Bro Ethiopie e mor Djibouti
- Stad Arizona a faota dezhe lakaat e pleustr ur lezenn kozh enep ar gwir da zifoc’hañ