Keleier ar vro d'ar Meurzh 9 a viz Ebrel 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
KEAV, ur gevredigezh a lavar "Ya d'ar brezhoneg" bemdez !
Un nebeud deizioù zo e oa bet sinet ar garta "Ya d’ar brezhoneg" gant Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien. War an ton bras e oa bet graet an traoù e prezidantelezh skol-veur Roazhon 2. E-mesk an dud e oa Visant Goueset, prezidant ar skol-veur, Paol Molag, prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg, Edwige Fusaro, besprezidantez e karg eus darempredoù etrebroadel ar skol-veur, hag evel-just Cédric Choplin, prezidant KEAV, hag Anna ar Beg, renourez KEAV. Un ugent bennak a dud a oa aze ivez : pennoù bras KEAV, studierien eus Roazhon 2 ha Roazhoniz kar-o-yezh. Bep bloaz e vez aozet ur c’hamp vakañsiñ holl vrezhonek an eil hag an deirvet sizhun a viz Gouere abaoe 1948, hag an hini kentañ e oa e istor ar vro. Kant tregont brezhoneger ha brezhonegerez a vez degemeret bep bloaz mui un dregont a vugale.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel.
Stad Brestois e Kip Europa !
Ma n’eo ket ofisiel eo kazi sur e vo gwelet ar re Ti zef war leurenn vras an Europ. Goude bout c’hoariet 28 krogad emañ Brest en eil plas eus ar renkadur Lig 1. Gonezet en deus ar skipailh gourdonet gant Eric Roy 53 foent. Ul lañs a drizek poent o deus ar re wenn ha ruz war ar Stade Remois zo er 7vet plas. Hennezh eo ar skipailh kentañ na vije ket dibabet e Kip Europa ma vije paouezet gant ar c’hampionad hudu. Ur pezh taol kaer eus perzh ur c’hleub evel Brest a oa deuet a-benn d’en em silañ beket an 8vet plas, an disoc’h gwellañ, e fin ar sezon 86-87 ! O plavañ gant un huñvre direzon emañ ar c’hleub hag an harperien. Evel Brieuc a oa ba sportva Francis Le Blé deiz a-raok dec’h c’hoazh… Aet e oa ar maout gant Brest 4 ouzh 3 e-tal FC Metz…
Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- An arme izraelian war-nes argadiñ Rafah ?
- Gwerzhañ armoù da Izrael : Alamagn e-tal lez etrebroadel ar justis
- Dilezet ar raktres skolaj Diwan e Perroz-Gireg ?
- 17 den dastumet gant ar polis da heul ar c'houlzad a-enep Lafarge
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.