en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur sell war lizher-kelaouiñ Splann - miz Meurzh 2024

Ur sell war lizher-kelaouiñ Splann - miz Meurzh 2024

War digarez hom emgav miziek gant tud ar media enklask Splann e vo lakaet ar gaoz herie war ur gevredigezh nevez lakaet war droad, Arsellva gall an tagadennoù ouzh ar frankiz kazetenniñ (Ofalp). Hennezh a vo sañset da renabliñ an tagadennoù a-enep ar gazetennerien ha kazetennerezed, met ivez da reiñ da c’hoût d’an dud petra efed o deus an tagadennoù-se war an demokratelezh. Meur a dra a c’hallfe bezañ lakaet war ar roll : ar prosezioù justis graet da vougañ mouezh ar gazetennerien, ar furchadegoù en o zi, pa vez dalc’het ar re-se dindan evezh ar polis-titouriñ, al lojisieloù-spiañ, an harellerezh enlinenn, feulsterioù ar jañdarmed, ar fed da zic’hoprañ anezhe pe c’hoazh da sabotiñ o gweturioù…

 

 

Koumanantit da lizher-kelaouiñ miziek ar media enklask dizalc'h war lec'hienn internet Splann!

 

Gant Juliette Cabaço Roger

 

(poltred gant Splann!)

Les enquêtes de Splann!

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio