Kenstrivadeg danevelloù Ti ar vro Kemper
Digwener e oa bet priziet teir danevell e mediaoueg Kemper gant Ti ar Vro Kemper
An trede gwech e oa d'ar gevredigezh aozañ ar genstrivadeg-mañ, digor d'an holl. Ha dav e oa d'ar berzhidi skrivañ un istor war tem ar c'hoarioù olimpel an taol-mañ. Muioc'h a ditouroù gant Clélia Steczuk – Ansquer, eus Ti ar vro Kemper.
Ur rann ispisial a oa evit ar vugale er genstrivadeg hag aet eo ar maout gant klasad Gwenole Allain, eus skol Diwan Kerfeunteun e Kemper, a oa bet ar c'hlasad nemeti o kemer perzh e rann se.
Gant Jean Le Clerc de la Herverie, hon eus klevet bremaik, e oa aet an trede priz, gant Cherm ar Bloaz an eil priz evit e danevell « Un trid d'e galon » ha gant Paskal Hervio ar priz kentañ neuze.