Avel em fenn - Meurzh 19 a viz Meurzh
Kleuzioù ha girzhier en arvar, setu enklask nevez Splann! e tonet er maez. E pennad-kaoz ar suhun mañ e adkavehet Juliette Cabaço Roger he doa labouret àr an danvez, hag en tamm mañ e klevehet ivez Gi Yonkour, a-ziàr ar bodadeg get "Kleuzioù" e Kallag d'ar 24 a viz C'hwevrer 2024. Ur sujed get Tomaz Laken.
Ur c'hoñsept arz dre bellgomz a zo nevez arriv e Breizh Izel: Istoérioù ba penn an orjalenn, pe Histoires au bout du fil. Un taol pellgomz a vez graet get arzourion·ezed d'an dud enskrivet, evit kontiñ istoérioù dehe e brezhoneg gallaoueg pe galleg, seniñ traoù brav d'o ambroug en ur bed marvailhus & arzhel. Muioc'h get Marc-Antoine Ollivier a labour e galleg & e brezhoneg.
Jakez Karter unan ag an dudennoù lakaet ar gaoz àrne get Brezhoweb e kronikenn Nikolaz Grainig An istoér livet. Hirroc'h àr an abadenn get Florent Grouin, karget a produiñ!
Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean, Avel em fenn kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.