Lannuon : ur 100 bennaket a dud o c'houlenn kastizoù a-enep Izrael
Ur pikol bered eo deuet da vezañ bandenn Gaza diwar c’hwec’h mizvezh a vrezel gant Izrael. Ouzhpenn daou vil ha tregont a dud zo bet lazhet eno. Kenderc’hel a ra ar sikourioù etrebroadel da vezañ stanket. Hag emañ e sell bepred Benyamin Netanyahou, penn gouarnamant Izrael, da lakaat e grabanoù war Rafah, ar gêr e kreisteiz ar strizhenn e-lec’h ma chom enket ur milion hanter a Balestinianed. Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet dilun penn-sizhun gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn.
En Europa eo ral ar stadoù ac’h a kentoc’h a-du gant ar Balestinianed. E-mesk ar re-se emañ Stad-spagn pe c’hoazh Iwerzhon. Homañ diwezhañ he doa galvet d’un harz-tennañ kerkent hag an 18 a viz Here. Evit a sell ar Stad-c’hall zo un digempouez etre ar c’homzoù hag an oberoù… E-lec’h all er bed e vez kavet broioù taeroc’h e-keñver Izrael, evel Kolombia da skouer. Ar vro-se a oa bet kaoz diwar he fenn disadorn e Lannuon, da goulz bodadeg sizhuniek an AFPS, ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell…
Pennadoù-kaoz gant mistri-skol, Nolwenn ha Yann-Reun, ha Klaod an Intañv, besprezidant AFPS Bro-Dreger.
Ur reportaj gant Tomaz Laken.
Bep sadorn adalek 11e eo galvet Tregeriz d’en em voda war parklec’h Aiguillon en Lannuon da souten pobl Palestina...