Ur maskl savet gant skolidi Skaer evit gouel ar C'havalcade
Disul ha dilun e vo gouel bras e Skaer dre ma 'vo roet ton, ar bloaz-mañ en-dro d'ar C'havalcade, karnaval kentañ Breizh. Ar bloaz kentañ ne 'oa ken 3 c'harr o tibunañ dre straedoù Skaer, 16 a vo en dro-mañ asambles gant margodennoù all, sonerezh hag all. Skolidi ar gêriadenn a vez dalc'h-mat o kemer perzh er C'havalcade. Ur maskl bras a zo bet savet gant klasoù divyezhek Joliot Curie. Displegadennoù gant Servane Le Ny, ar skolaerez. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.