en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 27 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 27 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Brastres evit diorren ar brezhoneg hag ar gallaoueg en Il-ha-Gwilen

Ar wech kentañ e oa d’an departamant sevel ur brastres evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Selaouomp Denez Marchand a zo bezprezidant kuzul departamant Il-ha-Gwilen e karg deus ar sevenadur hag ar bolitikerezh yezh …

Un atersadenn gant Anton Burel

 

 

Selaou kontadennoù ha kanaouenn dre bellgomz gant « Histoires au bout du fil » !

Ar mennozh zo simpl met efedus. Ret eo mirout un emgav war internet… Goude-se e pellgomzo un arzour pe un arzourez deoc'h evit kontañ pe kanañ un oberenn eus o renabl. Ganet e oa an ostilh-se e-pad ar prantad kraouiañ, pa ne oa ket posupl mont da welet un arvest pe en ur sonadeg. Selaouomp diouzhtu Ioana Lemoine, kanourez, diwar-benn an doare-se da gas sevenadur e ti an dud…

Un atersadenn gant Yuna Kojan

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- Aet eo ar maout gant Bassirou Diomaye Faye e dilennadegoù prezidant Senegal

- Savet e vo ur porzh artifisiel war aodoù Khan Younes e Gaza gant SUA evit degas boued

- Goulenn a ra dizalc'hourien Kaledonia Nevez e vefe dilemet reform ar vonreizh

- Harz-labour a vo graet gant implijidi TBK, rouedad busoù kemperle Kumuniezh, e-pad tri devezh

- Manifestet o deus ar retreidi un tamm e pep lec'h er vro dec'h, evit goulenn na vefe kresket ar pañsionoù

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio