en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

FCL : ar brezhoneg e klub melldroad an Oriant !

FCL : ar brezhoneg e klub melldroad an Oriant !

« Tri, daou, unan »… E klub melldroad an Oriant ema degemeret ar c’hoarierion e brezhoneg ! A-c'houde ar blez paseet ema an diskounter e brezhoneg, er stad.

FC an Oriant en deus sinet karta Ya d’ar brezhoneg ha posubl eo ivez heuliañ ar c’hrogadoù get live-twettoù e brezhoneg, dre X, an Twitter kozh.

Plantet mat eo ar brezhoneg er c’hlub a zo e lig unan ur seurt ! Liammoù zo bet savet etre FC an Oriant ha skol Diwan an Oriant. Klask a rae ar c’hlub tud evit sevel pennadoù skrid e brezhoneg. Ur skipailh entanet get ar raktres zo bet savet, bodet get mammoù ha tadoù ar skol Diwan. En o zouez ema Florian Pedrot, kenurzhier Emglev Bro an Oriant.

Dre 'n eus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg vo savet abadennoù arall evit lakaat war wel ar yezh gant FC an Oriant. Unan ag ar palioù a zo lakaat ar yezh en tele pa vez skignet ar c’hrogadoù !

Selaoomp Florient Pedrot diwar-benn plas ar yezh e bed ar melldroad, ha dreist-holl e FC an Oriant.

 

Un atersadenn gant Yuna Kojan.

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio