Predoù bio ha lec'hel er skolioù gant al lezenn Egalim
Da vare emsavadeg al labourerien-douar er mizioù tremenet ez eus bet lakaet ar gaoz kalz war al lezenn Egalim. E 2018 e oa bet lakaet e plas Egalim 1 da heul breujoù ar boued, evit ma c'hellfe al labourerien-douar bevañ gwelloc'h eus o micher. Hag abaoe miz Genver 2022 e rank keginoù a-stroll ar strollegezhioù lec'hel servijout 50% a voued padus hag a galite. 20% eus ar boued-se a rank bezañ bio. Cécile Teper a zo eilmaerez en karg eus ar sevenadur e Kloar-Karnoed eo. 350 bugel a zebr boued ar gegin a-stroll bemdez e skolioù ar gumun. Hag eno int deuet a-benn da dizhout palioù uheloc'h 'vit ar pezh a vez goulennet gant ar Stad. Selaouomp anezhi.