en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 25 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'al Lun 25 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo an abadenn geleier gant Erwan Blanchard

 

An treuzkemm ekologel zo bet displeget 'ba Sant-Pabu

Un devezh tro-dro d'an treuzkemm ekologel a oa aozet e Sant-Pabu dec'h, e bro Leon. Penaos bevañ en ur zoujañ ouzh an endro ? Peseurt boazioù a c'heller cheñch evit saotrañ nebeutoc'h ? Standoù, atalieroù ha prezegennoù e-leiz o deus roet boued spered d'an holl. Kenaozet e oa an devezh gant ar strollad « Yec'hed ha treuzkemm ekologel e Sant-Pabu », ur strollad birvidik e Sant-Pabu tro-dro d'an ekologiezh. Selaouomp da gentañ Kristof Nikolaz, a zo ezel eus ar strollad-se hag Anna-Vari Treger da heul a zo ezel eus Kuzul Uhel Breizh evit an hin. Gant Metig Jakez-Vargas emaint.

 

Debret e vez boued bio 'ba restaorant skol Kloar-Karnoed! 

Da vare emsavadeg al labourerien-douar er mizioù tremenet ez eus bet lakaet ar gaoz kalz war al lezenn Egalim. E 2018 e oa bet lakaet e plas Egalim 1 (unan) da heul breujoù ar boued, evit ma c'hellfe al labourerien-douar bevañ gwelloc'h eus o micher. Hag abaoe miz Genver 2022 e rank keginoù a-stroll ar strollegezhioù lec'hel servijout 50% a voued padus hag a galite. 20% eus ar boued-se a rank bezañ bio. Cecile Teper a zo eilmaerez en karg eus ar sevenadur e Kloar-Karnoed eo. 350 bugel a zebr boued ar gegin a-stroll bemdez e skolioù ar gumun. Hag eno int deuet a-benn da dizhout palioù uheloc'h 'vit ar pezh a vez goulennet gant ar Stad. Selaouomp anezhi, emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Ar reportajoù zo da selaou amañ

 

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Gwalldaol e Moscou

- Simon Harris, ministr nevez Republik Iwerzhon

- 26 milion a euroioù evit skoazell ar beizanted zo bet skoet gant Ciaran

- Gigaboum a vo e Breizh fenoz evit lidañ bloaz manifestadeg Sainte-Soline

-Bagad Plougastell zp e plas kentañ an eil rummad

- Brest Breizh Hand  zo bet skubet eus ar Champion's League 

 

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio