War zisteraat e ya plas ar brezhoneg hag ar yezhoù er Breved-DNB
Plas ar brezhoneg hag ar yezhoù bro a ya da netra pe dost er Breved… Adalek ar bloaz mañ eo e galleg e vo kinniget sujedoù ar prouadoù Istor-Douaroniezh ‘oa e brezhoneg betek-hen. Gallout a raio ar skolajidi skrivañ e brezhoneg memestra met ‘oa ket tud Diwan o c’hortoz an diviz se. Hudu, da 2e ‘oa bet dalc’het ur vunutenn didrouz gant skolajidi Diwan eus ‘ba Breizh a bezh : er Relecq-Kerhuon, Plijidi, Kemper, Sant-Ervlan, Gwiseni ha Gwened. An holl ‘oa war borzh o skolaj evit diskouezh n’emaint ket a-du gant diviz minister Deskadurezh Stad Bro-C’hall… Met da gentañ selaouomp Jerome Lafond, kelenner war an Istor-douaroniezh anezhañ. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
(Poltred gant Manon Deniau)