Lojeiz touristel : rankout a ra ar bec'henned cheñch statud o lojeiz e Kemper
Muzulioù nevez zo bet tapet gant ti-kêr Kemper evit reoliañ marc'had al lojeiz. Adalek ar 1añ a viz Meurzh e ranko ar berc'henned goulenn un aotre digant an ti kêr evit cheñch statud o lojeiz, eus ul lojeiz anneziñ d'ul lojeiz touristel. Kement-mañ a dalvezo hepken evit ar bec'henned a feurm o lojeiz pennañ ouzhpenn 120 devezh ar bloaz hag ar berc'henned a feurm ur mad ha n'eo ket o leiz pennañ.
Ar pal a zo gouzout resis da gentañ ped lojeiz a vez feurmet d'an douristed war ar gumun hag e peseurt karterioù evit gallout reoliañ ar marc'had da c'houde. Muioc'h a ditouroù gant Uisant Crequer, eilmaer e karg eus an demokratelezh e Kemper.
Uisant Crequer, eilmaer Kemper, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Gallout a rit adkavout an holl ditouroù war ar reolennoù nevez evit reoliañ marc'had al lojeiz toursitel war lec'hienn Kemper Breizh Izel pe QBO e galleg : quimper bretagne occidentale