en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar Vro d'ar Gwener 22 a viz Meurzh 2024

Keleier ar Vro d'ar Gwener 22 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

 

Reoliañ marc'had al loñjeris touristel zo graet e Kemper

Muzulioù nevez zo bet tapet gant ti-kêr Kemper evit reoliañ marc'had al lojeiz. Adalek ar 1añ a viz Meurzh e ranko ar berc'henned goulenn un aotre digant an ti kêr evit cheñch statud o lojeiz, eus ul lojeiz anneziñ d'ul lojeiz touristel. Kement-mañ a dalvezo hepken evit ar bec'henned a feurm o lojeiz pennañ ouzhpenn 120 devezh ar bloaz hag ar berc'henned a feurm ur mad ha n'eo ket o leiz pennañ. Ar pal a zo gouzout resis da gentañ ped lojeiz a vez feurmet d'an douristed war ar gumun hag e peseurt karterioù evit gallout reoliañ ar marc'had da c'houde. Muioc'h a ditouroù gant Uisant Crequer, eilmaer e karg eus an demokratelezh e Kemper. Ur pennad-kaoz kaset gant Metig Jakez-Vargas.

 

FC an Oriant zo troet war ar brezhoneg

 

« Tri, daou, unan »… E klub melldroad an Oriant ema degemeret ar c’hoarierion e brezhoneg ! Abaoe ar bloaz paseet ema an diskounter e brezhoneg, er stad. FC an Oriant en deus sinet karta ya d’ar brezhoneg ha posubl eo ivez heuliañ ar c’hogadoù get live twettoù e brezhoned, dre X, ar twiter kozh. Plantet mat eo ar brezhoneg er c’hlub a zo e lig unan memestra ! Ha liammoù zo bet savet etre FC an Oriant ha skol Diwan an Oriant… Kar klaks a rae ar c’hlub tud evit sevel pennadoù skrid e brezhoneg. Ur skipailh entanet get ar raktres zo bet savet, bodet gant mammoù ha tadoù ar skol Diwan. En o zouez emañ Florian Pedro, kenurzhier Emglev Bro an Oriant. Selaouomp anezhoñ o komz diwar-benn plas ar yezh e bed ar melldroad, ha dreist-holl e FC an Oriant. Ur reportaj haset gant Yuna Kojan.

Ar reportajoù zo da selaou amañ

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier:

-Bosnia-Herzegovina a c'houlenn embrazhiañ unvaniezh Europa

- Luis Montenegro zo ket lakaet da vinistr kentañ Portugal.

- Un destenn a vo kinniget gant USA en ONU evit sevel un harzh an tan e Gaza

- E galleg e vo displeget an holl sujedoù ar breved: ur vunutenn didrouz e skolajoù Diwan

- Maelys Gerot a gemero perzh 'ba kampionad ar bed sklakerezh 'ba glasgow.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio