Seier bara evit brudañ ar c'helenn e brezhoneg
Ur mennozh nevez a zo deuet da Mignoned ar Brezhoneg, ar rouedadoù kelenn publik, katolik ha Diwan gant skoazell Ofis Publik ar Brezhoneg evit kehentiñ war an deskadurezh e brezhoneg. A-hed miz Meurzh e vo skignet seier bara evit brudañ ar c'helenn e brezhoneg. Daouc'hant dek-ha-pevar-ugent mil sac'h bara a zo dasparzhet en holl. 200 000 dioute a vo profet war eeun gant kevredigezhioù kerent ar skolidi divyezhek d'an tiez bara. Muioc'h a ditouroù gant Solenn Goiset eus Mignoned ar brezhoneg.
Solenn Goiset a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Renabliñ a ra al lec'hienn « Ecole pik BZH » hollad an titouroù zo da c'houzout da geñver ar c'helenn brezhoneg er c'hentañ derezh.