Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Meurzh 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas
A-hed miz Meurzh e vo skignet seier bara evit brudañ ar c'helenn e brezhoneg
Setu ar mennozh nevez a zo deuet da Mignoned ar Brezhoneg, ar rouedadoù kelenn publik, katolik ha Diwan gant skoazell Ofis Publik ar Brezhoneg evit kehentiñ war an deskadurezh e brezhoneg. 290 000 sac'h bara a zo dasparzhet en holl. 200 000 dioute a vo profet war eeun gant kevredigezhioù kerent ar skolidi divyezhek d'an tiez bara. Muioc'h a ditouroù gant Solenn Goiset eus Mignoned ar brezhoneg.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas
Plijadur ‘vo da gaout e Klegereg disadorn!
Ur sonadeg hag ur fest-noz a vo aozet gant skol vras sonerezh Pondi asambles gant Kerlenn Pondi, Danserien Bro Klegereg ha Ti ar vro Bro Pondi. Selaouomp Eflamm Louis, prezidant ar Gerlenn. Kontañ a ra deomp peseurt mod e krogo an devezh...
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan
Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Roet en deus kentañ ministr Republik Iwerzhon, Leo Varadkar, e zilez dec'h
- Vaughan Gething a zo bet dilennet e penn bro Gembre
- Adalek ar 1añ a viz Ebrel e vo dav d'ar merkoù serviedennoù ha tamponioù embann gant peseurt produoù int bet fardet
- Enklask HF+ Bretagne : emañ atav ar baotred e penn a-raok al leurennoù e Breizh
- Ne vo ket serret aerborzh Kemper penn da benn
- Gallout a rafe an embregerezh da broduiñ maskloù serriñ Klap France serriñ e Aodoù an Arvor
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE