Ar Valeadenn Veur sa Pariz 2024 e kreiz Breizh
Ar sizhun-mañ emañ ar Valeadenn Veur etrezek Pariz 2024 o treuziñ kreisteiz kreiz Breizh. Honnezh zo un darvoud dreistordinal a-live ar Frañs. Aozet eo gant Kevredigezh c’hall ar baleadennoù war-droad war digarez ar C’hoarioù Olimpel ha Paralimpel a vo e Pariz en hañv. Klub Korriganed Bro Gwareg zo stag ouzh ar Federasion. Ober a ra e lod neuze da lakaat war droad an tri devezhiad-bale lañset e komañsamant ar sizhun. Met digor eo ar jeu d’an holl en tu-hont d’ar re a zo enskrivet war roll ar C’hevredad. E-giz-se e vo gwelet war gwenodennoù ar vro ivez baleerien ha baleerezed eus sekteur Rostrenn, Sant-Nikolaz pe Gwerledan sur a-walc’h. Tost da 50 a Gorriganed zo o kemer perzh ba hini pe hini eus an etapoù pe hanter-etapoù. En o-mesk, Jean-Claude Simon, a vo o kerzhal dimerc’her etre Tregnanton ha lenn Gwerledan. Komzet en deus eus e droioù-bale da Domaz Laken.