en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

RKB e Bro-Bempoull, 107.5 ar frekañs nevez !

RKB e Bro-Bempoull, 107.5 ar frekañs nevez !

Ur frekañs FM zo bet nevez digoret gant Radio Kreiz Breizh e Bro-Bempoull ! En em zifretañ a ra ar radioioù kevredigezhel vrezhonek evit brasaat o zakad skignañ. Abaoe un nebeud bloavezhioù o deus kroget e-barzh chanter an DAB+, un deknologiezh nevez a vez anvet ivez RNT, Radio Niverel Douarel. Met war un dro e vez klasket pakañ e pep lec’h ha gonit frekañsoù FM nevez. E 2021 e oa bet galvet da vont war ar renk da c’honit frekañsoù gant an ARCOM, an eks-CSA. Goude ur pezh labour e oa bet roet an tu da RKB da skignañ he frogrammoù war ar 107.5 adalek ur skingaser e Plaeraneg, e-kichen Pempoull. Displegadennoù gant Maelle Ausias, kazetennerez en ti, ha Gweltaz Heno a zo teknikour eno abaoe un nebeud mizioù.

 

Abaoe komañsamant ar miz e vez klevet RKB war ar 107.5 e Bro-Bempoull ha war digarez lañsañ an traoù war an ton bras e vo skipailh ar radio war-eeun eus marc’had Pempoull dimeurzh 19 a viz Meurzh etre 10e30 ha 12e30 gant abadennoù e brezhoneg hag e galleg.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

 

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio